This page uses content from Wikipedia and is licensed under CC BY-SA.

Amerika


Amerika er bed

Amerika a zo, hervez ar savboentoù, pe ur c'hevandir pe hollad daou gevandir: Norzhamerika ha Suamerika. En degouezh-mañ e vez graet ivez gant an anvadur Amerikaoù. Etrezañ hag Azia emañ strizh-mor Bering. Dont a ra an anv Amerika eus anv ar merdeer Amerigo Vespucci, unan eus ar re gentañ a oa aet da zizoleiñ ar «Bed Nevez». Dibabet e oa bet an anv-se e-kerzh ur vodadeg graet en-dro d'ar chaloni Vautrin Lud er bloaz 1507 e Saint-Dié-des-Vosges.

Indianed Amerika a ginnig reiñ an anv Abya Yala d'ar c'hevandir.

A-wechoù e vez graet ivez Amerika eus Stadoù-Unanet Amerika, pezh na blij ket tamm ebet da dud ar broioù all a lavar bout Amerikaned kenkoulz hag int, hep bout Stadunaniz evelto.

Gwelet ivez


Kevandirioù ha rannvedoù
LocationNorthAmerica.png
Norzhamerika
Location of Europe.svg
Europa
LocationEurasia.png
Eurazia
LocationAsia.png
Azia
LocationBothAmerica.png
Amerikaoù
Eurasiaafrica.jpg
Eurafrazia
LocationOceania.png
Okeania
LocationAustralia.png
Aostralia
LocationSouthAmerica.png
Suamerika
LocationAfrica.png
Afrika
LocationAntarctica.png
Antarktika
Gourgevandirioù kozh :
Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia